Prisca (impalaerez)

Prisca (marvet e 315) a voe impalaerez Roma (286–305) evel gwreg an impalaer Diokletian .

Pa'n em dennas Diokletian da Spalatum , e 305, e chomas Prisca gant he merc'h, Galeria Valeria, hag he mab-kaer, Galerius, e Thessalonica. Pa varvas Galerius e 311, Licinius a voe fiziet ennañ Prisca hag he merc'h Valeria. Tec'het a reas an div vaouez avat da-gaout Maximinus II. Goude ur pennad, Valeria a nac'has eurediñ gant Maximinus, a lakaas herzel anezhi hag a vac'has anezhi e Siria hag a lakaas e graban war he ferc'hentiezhioù. Goude marv Maximinus, e voent dibennet o-div war urzh Licinius ha skoet er mor e Thessalonica, e fin ar bloaz 314[1].


Lakaet eo bet Prisca ha Valéria da sentezed.

  1. François Zosso & Christia Zingg. Les empereurs romains. 27 av. J.-C - 476 ap. J.-C. Errance. 1994

Developed by StudentB